Bienvenue dans le quartier Breton, pour les joueurs de belote originaire de Bretagne découvrez les règles de la belote en langue Bretonne.
Reolennoù ar beulot klasel
Petra eo ar c’hoari ?
Ar c’hartoù er Beulot
Ar beulot klasel a zo ur c’hoari kartoù hag a bleustrer gant ur c’hoari 32 gartenn.
Ar skipailhoù
C’hoari a reer ar beulot klasel gant 4 c’hoarier hag a ya d’ober 2 skipailh 2 c’hoarier.
Talvoudegezh hag urzh ar c’hartoù
Er beulot klasel ez eo talvoudegezh ar c’hartoù diouzh o rummad (treflez, pikez, keur pe garo), met ivez diouzh ma’z int atoudoù pe n’int ket.
Talvoudegezh hag urzh ar c’hartoù n’int ket atoudoù pe a zo atoudoù :
Penaos e tremen ar c’hoari ?
Reiñ ar c’hartoù
Tennañ a reer d’ar sord ar c’hoarier a roio ar c’hartoù ar wech kentañ. Ar c’hoarier a-gleiz d’ar roer kentañ a roio ar c’hartoù en taol war-lerc’h.
Reiñ a reer pep a 5 kartenn d’ar c’hoarierien, ha lakaat a reer ur gartenn e-kreiz an daol-c’hoari.
Dibab an atoud
Neuze e kinniger kemer da atoud ar gartenn a zo e-kreiz an daol. Ar c’hoarier a-zehou d’ar roer a ziviz da gentañ pe e kemer pe ne ra ket. Ma ne ra ket ez eo ar c’hoarier war-lerc’h a ziviz, hag all.
Pa ziviz ur c’hoarier kemer, e resev div gartenn ouzhpenn an hini a zo e-kreiz an daol. 3 c’hartenn ouzhpenn a vo roet d’an tri c’hoarier all.
Ma ne vez c’hoarier ebet o kemer d’an dro gemer gentañ, e krog un dro gemer all ma c’hall pep c’hoarier dibab e-unan rummad an atoud.
Ma ne vez c’hoarier ebet o kemer a-benn 2 dro gemer, e roer ar c’hartoù en-dro.
Gallout a reer kregiñ da c’hoari
Ar c’hoarier a-gleiz d’ar roer eo a grog gant an taol.
Trawalc’h e vez neuze da bep c’hoarier pourchas ur gartenn eus ar rummad goulennet pe troc’hañ gant un atoud pa ne vez ket ur gartenn seurt-se gantañ.
Posupl e vez d’ar c’hoarier, koulskoude, pa vez mestr e geneil war ar pleg, ha pa n’en devez kartenn ebet eus ar rummad goulennet, chom hep troc’hañ gant un atoud. Graet e vez « diskarg » eus an dra-se.
Beulot
Pa vez ar Roue hag an Damez atoud gant ar memes c’hoarier e c’hall hennezh c’hoari ar c’hartoù-se en urzh a gar, ha merkañ 20 poent gant se. Graet e vez « beulot » « peurveulot » eus an dra-se.
Kontañ ar poentoù
Ur c’hoari dre gevrat eo ar beulot klasel. Evit gounit un taol e rank ar skipailh a gemer sammañ 82 boent, en ur gontañ poentoù ar Beulot diouzh an dro.
E fin un taol, e sammer talvoudegezhioù ar c’hartoù gounezet gant pep skipailh. Ar skipailh a ya ar pleg diwezhañ gantañ a c’hounez 10 poent ouzhpenn : lavaret a reer « 10 da ziwezhañ ».
Daou dra a c’hall bezañ :
- Ar skipailh en doa kemeret en deus sevenet e gevrat 82 boent : neuze, pep skipailh a verk ar poentoù en deus graet, ha re ar Beulot ouzhpenn diouzh an dro.
- Ar skipailh en doa kemeret n’en deus ket sevenet e gevrat. Neuze ne verk poent ebet, pe re ar Beulot hepken. Gant se e verk ar skipailh all 162 boent, ha re ar Beulot diouzh an dro.
Aller plus loin
Savez-vous que dans la BD « Belote City » crée par Fabrice Bernardoni, il existe un quartier Breton? Retrouvez un aperçu de la vie de votre quartier dans cette BD décalée.
Un grand merci à ofis-bzh.org qui nous permet de découvrir les règles de la belote en langue Bretonne.
Pas de commentaires pour le moment.
Soyez le premier a écrire un commentaire !