Règles de la belote en Breton, avec Beloteenligne.com

Règles de la belote en Breton

Bienvenue dans le quartier Breton, pour les joueurs de belote originaire de Bretagne découvrez les règles de la belote en langue Bretonne.

Reolennoù ar beulot klasel

Petra eo ar c’hoari ?

Ar c’hartoù er Beulot

Ar beulot klasel a zo ur c’hoari kartoù hag a bleustrer gant ur c’hoari 32 gartenn.

Ar skipailhoù

C’hoari a reer ar beulot klasel gant 4 c’hoarier hag a ya d’ober 2 skipailh 2 c’hoarier.

Talvoudegezh hag urzh ar c’hartoù

Er beulot klasel ez eo talvoudegezh ar c’hartoù diouzh o rummad (treflez, pikez, keur pe garo), met ivez diouzh ma’z int atoudoù pe n’int ket.

Talvoudegezh hag urzh ar c’hartoù n’int ket atoudoù pe a zo atoudoù :

Penaos e tremen ar c’hoari ?

Reiñ ar c’hartoù

Tennañ a reer d’ar sord ar c’hoarier a roio ar c’hartoù ar wech kentañ. Ar c’hoarier a-gleiz d’ar roer kentañ a roio ar c’hartoù en taol war-lerc’h.

Reiñ a reer pep a 5 kartenn d’ar c’hoarierien, ha lakaat a reer ur gartenn e-kreiz an daol-c’hoari.

Dibab an atoud

Neuze e kinniger kemer da atoud ar gartenn a zo e-kreiz an daol. Ar c’hoarier a-zehou d’ar roer a ziviz da gentañ pe e kemer pe ne ra ket. Ma ne ra ket ez eo ar c’hoarier war-lerc’h a ziviz, hag all.

Pa ziviz ur c’hoarier kemer, e resev div gartenn ouzhpenn an hini a zo e-kreiz an daol. 3 c’hartenn ouzhpenn a vo roet d’an tri c’hoarier all.

Ma ne vez c’hoarier ebet o kemer d’an dro gemer gentañ, e krog un dro gemer all ma c’hall pep c’hoarier dibab e-unan rummad an atoud.

Ma ne vez c’hoarier ebet o kemer a-benn 2 dro gemer, e roer ar c’hartoù en-dro.

Gallout a reer kregiñ da c’hoari

Ar c’hoarier a-gleiz d’ar roer eo a grog gant an taol.

Trawalc’h e vez neuze da bep c’hoarier pourchas ur gartenn eus ar rummad goulennet pe troc’hañ gant un atoud pa ne vez ket ur gartenn seurt-se gantañ.

Posupl e vez d’ar c’hoarier, koulskoude, pa vez mestr e geneil war ar pleg, ha pa n’en devez kartenn ebet eus ar rummad goulennet, chom hep troc’hañ gant un atoud. Graet e vez « diskarg » eus an dra-se.

Beulot

Pa vez ar Roue hag an Damez atoud gant ar memes c’hoarier e c’hall hennezh c’hoari ar c’hartoù-se en urzh a gar, ha merkañ 20 poent gant se. Graet e vez « beulot » « peurveulot » eus an dra-se.

Kontañ ar poentoù

Ur c’hoari dre gevrat eo ar beulot klasel. Evit gounit un taol e rank ar skipailh a gemer sammañ 82 boent, en ur gontañ poentoù ar Beulot diouzh an dro.

E fin un taol, e sammer talvoudegezhioù ar c’hartoù gounezet gant pep skipailh. Ar skipailh a ya ar pleg diwezhañ gantañ a c’hounez 10 poent ouzhpenn : lavaret a reer « 10 da ziwezhañ ».

Daou dra a c’hall bezañ :

  • Ar skipailh en doa kemeret en deus sevenet e gevrat 82 boent : neuze, pep skipailh a verk ar poentoù en deus graet, ha re ar Beulot ouzhpenn diouzh an dro.
  • Ar skipailh en doa kemeret n’en deus ket sevenet e gevrat. Neuze ne verk poent ebet, pe re ar Beulot hepken. Gant se e verk ar skipailh all 162 boent, ha re ar Beulot diouzh an dro.

Aller plus loin

Savez-vous que dans la BD « Belote City » crée par Fabrice Bernardoni, il existe un quartier Breton? Retrouvez un aperçu de la vie de votre quartier dans cette BD décalée.

Un grand merci à ofis-bzh.org qui nous permet de découvrir les règles de la belote en langue Bretonne.

Pas de commentaires pour le moment.

Soyez le premier a écrire un commentaire !

Laisser un commentaire

Leave a comment